àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An Andoù 'vo lakaet war wel Gouel ar filmoù e Douarnenez

An Andoù 'vo lakaet war wel Gouel ar filmoù e Douarnenez

A-benn teir sizhunvezh e vo roet ton da Gouel ar Filmoù e Douarnenez. Bep bloaz e vez lakaet ur bobl, ul lec'h war-wel hag er bloaz-mañ e vimp kaset da zizoloiñ broioù an Andoù. Ouzhpenn d'ar filmoù a vo da welet evel-just, pa vo prezegennoù, sonadegoù hag all a-hed ar sizhunvezh war blasenn an ti-kêr. Un toullad a vinorelezhioù a vez lakaet war-wel gant Gouel ar Filmoù bep bloaz hag en dro-mañ adarre e vo un digarez da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar re vouzar ha gwelet dreist-dibab Breizh, ur rann a lak war-wel ar filmoù sevenet ha filmet er vro. Deomp da c'houzout hiroc'h gant Mona Caroff. Emañ ouzh mikro Katell Uguen. Evit gouzout hiroc'h war ar bobl Mapoutché ha pobloù all an Andoù, kit 'ta d'ober un tamm-tro e Gouel ar Filmoù Douarnenez hag a grogo d'ar c'hentañ warn ugent a viz-mañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio