àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Ur wazh e-lec'h lenn Pont Kelleg e Berne.@@@ Get ar seurezed dominikan ar Spered Santél, perc'henn ar lenn oa bet kemeret an deviz. A-c'houde miz Gourhelen paset oa lakaet ar gaoz àr dazont lenn pont Kalleg get an dilennidi ha tud ar sindikad a ra àr-dro dour ar Skorv. Ur gwal daol oa bet e miz Gwenoloñ hag achapet an dour. Leusket oa bet ar lenn sec'h a-c'houde neuze. Lehid pistrius, pesked bourdet, re a riskloù vehe bet ma vehe lakaet dour a-barzh en-dro. Ha kêr ruz oa netaat ar lenn. Neuze vo graet labourioù ur sort hag e vo distro an natur eno. Un darvoud a-bouez ha dibar evit an dud ag ar vro vez tost o c'halon doh ar lenn-mañ. Monique ar Boulc'h a anava mad ar c'hornad, a lâr hiroc'h deomp @@@"Trégor", ur levr evit dizoloiñ bro Dreger.@@@ Get Erwan Chartier-Ar Floc'h, kazetenner ha skrivagner, ha Jean-Yves Guillaume, tenner-poltredoù, zo bet embannet ur levr nevez 'zo diàr-benn bro Dreger, «Tregor» e anv. Skeudennoù kaer ennañ evit lakaat dijoleiñ tachenn an eskopti kozh, koulz àr an aod hag e kreiz an douaroù. Erwan Chartier a lâr deomp penaos 'oa daet ar soñj da sevel ar levr-mañ. Doh mikro Tudual Karluer @@@C'hoarierion gaer e Open Tennis Kemper.@@@ Un Open tennis etrevroadel 'zo dalc'het e Kemper a-c'houde ar 4 a viz C'hwevrer. Ur c'hampionad a-bouez a gont evit an ATP. Hiziv 'zo c'hoariet an eizhvet tro evit ar matchoù simpl hag ar bedervet tro evit ar matchoù doubl. E touez an disoc'hoù gortozet 'vo kani Marc Gicquel, genidig a Sant Brieg, a c'hoari a-enep an Alamaneg Dustin Brown. Dec'h oa un devezh brav ivez get perzh Arnaud Clément evit brasañ plijadur ar vugale hag ar re yaouank. En o mesk oa Ewen Jolfre hag Heol Girieg, 14 vlez hag skoliataet 'sames e skolaj Diwan Kemper. Anne Gouerou 'neus goulennet get Heol penaos oa an enderviad àr "kourioù" Krec'h Gwenn. Ar reportaj

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio