afer douaroù ti laosket e Gras-Gwengamp
E Gras, 'kichen Gwengamp, 'oa savet reuz bloaz zo war-dro da douaroù e ti laosket. Fellout 'rae da div blac'h yaouank, Gael Lejeune ha Colline Sorel, en em staliañ gant dañvadezed d'ober fourmaj e bio. Kaset ar goulenn gante d'ar SAFER, e karg deus an dasparzh douaroù-labour, met n'o devoa bet respont ebet. 'Benn fin, hep na vije bet lâret dê, 'oa bet laosket an douaroù gant unan all, d'ober saout-laezh en ur mod hengounel. Direizh-kaer eo seblantet d'ur bern tud seurt doareoù ober. Diwar se zo savet ur pezh stourm da sikour an div blac'h, gant confederation paysanne, ar GAB (stroll al labour-douar biologel) hag un dek kevredigezh bennaket o harpañ. Muioc'h a zisplegadennoù gant Gael Lejeune. Deus mikro tk