àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Sonerezh barok get Symphonie de Breizh.

Sonerezh barok get Symphonie de Breizh.

Diàr intrudu ar glavisimourez Claude Nadeau e oa bet savet ar laz-soniñ e 2010 da lakaat sonourion ar vro da labourat ar àr sonerezh barok, ha dijoleiñ en-dro sonaozourion a-Vreizh pe awenet get ar vro. Staliet eo e Gwened a-c'houde ar penn-ketañ ha sekouret mat get an ti-kêr. Neoazh en deus chwajet an ti-kêr chom hep reiñ yalc'had erbet dezhe ar blez-mañ. Daoust d'an doere fall-mañ e kroga ar bare get an hanv hag ar c'honsertoù a ya da heul. Henoazh e vint e iliz Sant Per e Sant Per Kiberen. Hiroc'h get Claude Nadeau, e penn Symphonie de Breizh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio