"An tren àr-droad".
setu anv ar gerzhadeg savet get strollad tud yaouank an UDB. Aet int kuit ag an Alre digwener da gavout Sant Brieg 'benn àrc'hoazh. Ugent kilometrad a reont bemdez da c'houlenn ma vo ag ur gwir linenn dren etre an div gêr-mañ ha ma vehe efedusoc'h ar servij publik evit ar veajourion. Selaouamp doc'h Trefina Kerrain, mouezh aotreet ar strollad ha perzh en aozadur doc'h mikro Yaelle ar Mouel.