àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur porzh nevez e Brest

Ur porzh nevez e Brest

'Benn fin ar bloaz 'vo lañset al labourioù bras da gempenn porzh Vrest. 220 million a euroioù a vo postet 'vit sevel ur c'hae bras lec'h ma 'vo tu sevel traoù ponner 'giz milinoù avel da skouer. Degas un nerzh nevez fell da Rannvro Breizh a zo perc'henn war ar porzh ha diorren an ekonomiezh e kornog Breizh. Hervez kont 'vefe krouet muioc'h 'vit 1000 plas labour a-drugarez d'ar porzh nevez. Al lodenn gentañ ha pouezusañ eus ar chanter a vo echu 'benn 2018, ha disoc'h 'vo gant al labourioù e 2020. Milinoù mor a vo staliet er vro hag afer 'zo kaout plas 'vit sevel anezho. Setu unan eus palioù al labourioù kreskiñ ar porzh hervez Gérard Lahelleg, bez-prezidant ar rannvro e-karg eus an transportoù. Selaouomp anezhañ ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio