àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

en quête de sens

en quête de sens

SIN-150626-EN QUÊTE DE SENS.docx EN QUÊTE DE SENS Ur film sevenet gant : Nathanaël Coste ha Marc de la Ménardière (2014). Gant : Vandana Shiva, Pierre Rabhi, Hervé Kempf, Frédéric Lenoir (1e27). Plijoud a ra ar film-mañ d'an dud, war am eus klevet, ha gwir eo e kaver ennañ hag en-dro dezhañ traoù fresk en ur mod. Da gentañ ema bet sevenet gant daou zen yaouank, un tregont vloaz bennag, mar n'eo ket nebeutoc'h. Tud ag hon bed-ni, ar bed kornôgel, pinvidig, sur anezhañ, erfin e-mod-se e oa n'eus ket pell zo c'hoazh, rag kroget o deus an traoù da vrallañ ha da frailhañ muioc'h-mui. Hiziw, gwir eo, en em c'houlenn an dud petra eo petra. Hama, an daou zen yaouank-se zo waet da weled petra a soñj ar re o doa huchet en dezerzh bloazioù zo, heb resev kalz a heklew. Hiziw e kont muioc'h o alioù. Mez brazarded war an oad int kentoc'h, an hucherion-se, tremenet hanter-c'hant vloaz gante. Daoust hag-eñv e tahe d'ar re yaouank mank a dud fur ? Mank a vodelloù ? Daoust hag-eñv ne vehe ket ar re-se, Pierre Rabhi, Vandana Shiva, Jean-Marie Pelt ha m'oar-me c'hoazh furion an amzer a-vremañ ? Marse. Ar pezh a zo, moned a ra Nathanaël ha Marc en arbenn dezhe ha diskoueziñ a raont deskiñ traoù evid an dazont. D'an nebeutañ e klevont respontoù na oant ket é c'hortoz, respontoù nevez, digor war àrc'hoazh ha war an deiz goude. N'eo ket int hebkén a zesk, mez an arvesterion ive. Da skwer, na glaskit ket labour, na c'houlennit ket labour gant tud arall : sinifioud a rahe ar c'hlask-se eh oc'h prest da voud sklav. Nann : savit hoc'h embregenn c'hwi ho-hunan. Bezit kroueour ho puhez. Krogit e-barzh ! Ouzhpenn-se ema bet savet ar film n'eo ket gant ur gompagnunezh amerikan stank niver an dollaroù war he c'hont, pe gant un ti-produañ a Frañs tapet gantañ ur yalc'had braz a-walc'h. Tamm ebed : a-drugarez d'an internaoted, tost d'ur mil anezhe, e oa bet dastumet an argant evid kas ar ragtres da benn. Setu aze un hent nevez da seveniñ traoù zo. Interesusad poent ! Hiziw an deiz e seblant d'an dud n'heller ket doned da benn a netra kén gant an hentoù kozh. Ar politik ? Netra da c'hortoz gantañ. Ar skol ? N'eo ket mui ar pezh a oa. An ekonomiezh ? Etre daouarn tud dilezenn ha divoral. Neuze, petra ober ? Arsa, krogiñ a ra an dud e dornioù an arar, krogiñ a ra ar bobl er sugelloù. Ha setu savet keveladurioù a beb sort evid difenn repuidi amañ, evid difenn ur peizant bio aze, evid plantañ gwez lec'h ma kaver plas, evid sevel ur bank-breuder, evid dasparzh produadur peizanted ar c'hornad, evid netaad an avonoù (gouveroù, gwazhioù, sterioù) ha kement a zo c'hoazh. Komz a raer bremañ ag ar "société civile", da lâred eo ag ar gevredigezh poblel. Ha mall eo moarvad, rag mar n'hell ket peb unan ober kalz a dra en e gorn e c'hell oberennig peb unan doned da voud braz-braz, ramzel zokén pa'n em laka an oll d'ober o lod, evel kolibried. Un dro bale er bed a-hiziw eo, fresk ya, leun a esper. Gwir eo ne ya ket mad an traoù war hon planedenn. Klevet hon eus oll bremañ komz a vMonsanto hag ag an ampouezonoù a strew war an douar. Klevet hon eus komz ag ar brezelioù amañ-a-hont. Mez daoulagad an daou zen yaouank a wel kentoc'h an hentoù nevez a vez diskouezet dezhe gant ar furion vraz. Furion é chom e peb korn ar bed, mez stard ar liamm etreze dre ma tifennont ar memez tra : ar vuhez, an douar, an denelezh. A-benn ar fin ne vez ket desket kalz a dra nevez gant ar film : komz a ran evid ar re hag a heulia ingal problemoù an ekologiezh, an ekonomiezh, ar poblekâdur dre ar bed. Mez ne vo ket kollet hon amzer memestra, rag en ur feson nevez emaint diskouezet dimp, hag un dra vad e vo kleved komz anezhe ur wezh ouzhpenn c'hoazh, rag tostaad a ra an deiz ma vimp koutant da gavoud respontoù deread, respontoù pouelleg douzh atersoù an denelezh. Jean-Claude Le Ruyet.20150626a.124D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio