àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Deskadurezh katolik : kreñvaat an hentennoù diwyezheg

Deskadurezh katolik : kreñvaat an hentennoù diwyezheg

@@@àr greskaat eh a an niver a vugale skoliataet e hentenn ziwyezheg an deskadurezh Katolik.@@@ Àr-lec'h meur a vlez ma chome stabil ar sifroù eo bet gwelet ur c'hresk a 3,8 dregant en distro-skol dewezhañ, pezh a ra 4700 a skolidi e breizh a-bezh. Hiziv en Aredoñ oa bodet tud Ofis publik ar brezhoneg ha tud an deskadurezh katolik evit kempenn an distro-skol ketañ. Klasket e vo reñvaat an hentennoù zo dija, diorenn reoù nevez, brudiñ kelenn ar brezhoneg, ha stummiñ kelennerion. Bet eo Yaëlle ar Mouel é tarempred get Fulup Jacq, rener Ofis publik ar brezhoneg ha get Yann Verney zo é karg ag ar lodenn vrezhoneg e deskadurezh katolik ar Morbihan. Hennezh a lâr deomp petra vo nevez.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio