Politikerezh ar yezh : votet ar budjet met daleet an diviz
Politikerezh ar yezhoù Breizh - ar brezhoneg hag ar c'halaoueg - a oa sañset bezañ studiet disadorn er C'huzul rannvro. Met abalamour d'an amzer a c'helle mont war falaat 'oa bet divizet achu abretoc'h o emvod gant ar guzulerien. Erusamant oa bet votet ar budjet digwener memestra, gant ul lodenn - a zo un tamm war gresk - evit ar brezhoneg.
An diviz war ar yezhoù 'vo lakaet war roll-labour an emvod a zeu 'ta, 'neus displeget Lena Louarn, eil-brezidantez ar rannvro e karg eus ar yezhoù.
Eman deus mikro Anne Gouerou