àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier noz 5:30

Keleier noz 5:30

@@@Yen ki an amzer: ret eo sikour an dud didoenn@@@ D'ar mare mañ 'zo tud hag 'neunt muioc'h a vizer gant ar yenienn: an dud didoenn, an dud a vev 'ba porzh. Amañ, 'ba Penn-ar-bed, 'zo divizet gant ar prefed lakaat "ar plan grand froid" en pleustr: ur plan da vont da sikour an dud didoenn. Kevredigezhioù a gemer perzh 'bar plan 'mañ: ar Groaz ruz da skouer. Edern Perennou 'zo ezel eus ar Groaz Ruz 'ba Landerne a displeg deomp petra eo ar plan mañ. Selaouit @@@Maïwenn Salomon war ar renk 'vit Breizhistance@@@ Koulz an dilennadegoù eo ar bloaz-mañ. Ha da-heul reoù ar prezidant e teuy reoù an deputeed. E Bro Gwengamp emañ Maiwenn Salomon o paouez lâret bezañ war ar renk en anv Breizhistans. Un tamm sell war he c'hinnigoù ganti hec'h-unan deus mikro Tudual Karluer. Selaouit @@@"A-hed an dour: un diskouezhadeg 'ban Erge-Vihan@@@ E traoñienn ar C'heñkiz 'ba Kemper 'oa ur gwazhig-dour 'zo deuet da vezañ ur stêr-veur. Unan lor, divuzhez. E pad hanter kant vloaz 'neus kresket ar c'harter gant tiez met ivez gant usinoù hag heñchoù forzh pegement. Mont a ra un tammig gweloc'h bremañ aboae 'zo ur gevredigezh a sach evezh an dilennidi war ar saotradur-se. Un diskouezadeg anvet "A hed an dour" 'vo igoret dilun e ti-ker An Erge-Vihan 'ba Kemper. Roger Le Page ha Youenn Henry oa deus mikro Anne Gouerou. Selaouit

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio