àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

intimite

intimite

SIN-INTIMITE.docx INTIMITÉ Ur film sevenet gant : Patrice Chéreau (2001). Gant : Mark Rylance, Kerry Fox (1e55). Anavet eo Patrice Chéreau, marvet e 2013, evel leurenner teatr hag opera hag evel sevener filmoù brudet a-walc'h evel La chair de l'orchidée (1975), La reine Margot (1994), Ceux qui m'aiment prendront le train (1998), Gabrielle (2005). Fallvrudet e oa e bed ar sinema evid kas stard e gomedianed, evid o lakaad da dostaad douzh bord ar frailhoù a oa enne. Enoret ouzhpenn ur wezh e oa bet evid boud degaset traoù nevez d'ar mod da filmañ. Er film Intimacy/Intimité, savet e 2001 gant komedianed saoz e Londrez, eñv en doa treuzet an harz a vire a filmañ an aktoù seksel evel m'emaint. Barman en ur pub ema Jay, un daou-ugent vloaz bennag dezhañ, ha bevañ a ra e-hunan goude boud kuitaet e bried ha dilezet e zaou grouadur. Beb merc'her d'enderw e resev Jay ur vaouez e kaw e di bihan evid c'hoari ar likon ganti hardizh. Ha kreñv ar liamm etreze, mez ur liamm fizik hebkén, koulz lâred. Rag n'eus ket santimant ebed na stagamant ebed evid magañ an darempred simpl-se. Ogozig digomz e vez an emgavioù, emgavioù berrig a-walc'h ouzhpenn-se. N'anav ket Jay anw ar plac'h zokén. Gant e labour e anav Jay un hañvalrev yaouank daet nevez so da labourad gantañ. Doned a ra hennezh da voud e guzhuter : gantañ a-wael e c'hell komz ag e broblemoù santimantel. Mad. Moian ' vehe bet d'an traoù chomel war an hent-se keneve an c'hoant kroget e jilet Jay da ouied hirroc'h diwar-benn ar plac'h. Hag en em lakaad a ra da heulïañ e genc'hoarierez goude o emgavioù ha kompren a ra ema-hi komedianez ha mamm d'ur paotr bihan. Ur film sine-kleub parfed eo. Merket eo gant ar livioù ruz, melen ha glaz. Gouied a ra Chéreau c'hoari gant ar gouloù, er-maez war an endro ha war fasoù e gomedianed. Ema ar muzik an heni a veze tu da gleved e Bro-Saoz er bloazioù 1980. Ur film pinvidig eo, gant tudennoù bihan leun a vuhez enne, leun a wirionez ive, gant o c'hàerded hag o gwanderioù mizeruz gwezhavez ; gant o inosañs ive, pa vez anw ag ar vugale. Ha gwir an dra-se evid an dudennoù a eil pe a drived renk. Ur skwer eo hag a ziskouez pegen barreg e oa Patrice Chéreau evid sevel senariooù parfed hag evid roiñ korf dezhe tre beteg ar munudoù, evel pa ne vehe ket tra dister ebed war ar skramm. Diskoueziñ a ra amañ nerzh ar garantez korfel. Trawalc'h eo nerzh ar garantez evid lakaad an dud da dostaad unan douzh egile, zokén heb komz. Ema ar garantez fizik gant he reolennoù, he modoù d'ober, he flijadurioù korfel ha speredel evel-just. Mez ive, pelloc'h pe dindan, e verw an dober a eskemm, an ezhomm a ouied piw eo an heni a zo en ho tiwvrec'h, e anw, e vicher, e vuhez familh mar en deus unan. Ema ar santimantoù dindan kroc'henn an dudennoù ; na boud n'int ket galvet diouzhtu e vervont memestra, prest da stivelliñ pa gavint an tu d'henn ober. Hag amañ e welomp penaoz e kellid ar santimantoù, a-nebeudigoù, e askre an daou zen. Moian a vehe bet d'ar film boud ur gentel voralel, ar pezh n'eo ket. N'eus moralenn ebed d'an istoer. Chomel a ray an traoù hanter-hent, marse abalamour mand eo dalc'het peb unan en ur roued misteriuz, bet teiset gant dregsoñjoù ha gant rezonoù talvouduz pe ged, faos abegoù, arguzennoù ha digarezioù toull. Ne vez ket aez ataw troc'hañ net ar liammoù hon stag douzh an tremened. Pa glask an den boud libr da beb termen e sant ive e respontegezh e-keñver ar bed tro-dro. Evel ma lâr ar Priñs Bihan, e rankomp boud responteg ag ar pezh hon eus doñvikaet : peb unan a zo responteg ag e rozenn, ar rozenn en deus plantet ha lakaet da ziwañiñ, da zigoriñ. War ar poent-se just a-walc'h ema an dalc'h : gouied gweled splann etre hon respontegezh hag hon frankiz. Choaz ar respontegezh ha dilezel ar frankiz pe choaz ar frankiz ha kaoc'h d'hon respontegezh ? Moned war-raog gant an daou dra, setu ar pezh a vehe mad, mez n'eo ket an dra-se a vez gwelet en-dro dimp bemdez, ha n'eo ket e traoù ar garantez hag ar galon hebkén a lâran, mez evid peb tra. Dam, luziet e vez ar vuhez liez, traoù kontrel enni, hag amsklaer hon c'hoantoù ive... Jean-Claude Le Ruyet.20150612b.123D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio