Liorzhañ en un doare naturel : dudi, boued ha levenez !
A-hed an dibenn-sizhun e oa digor meur a liorzh dre Frañs a-bezh 'benn brudañ al liorzhañ naturel. Un digarez neuze da lakaat war-wel al liorzhañ hep pestisidoù sintetek hag un doare ivez da Yann liorzhour da eskemm e ouiziegezh da gement hini a fell dezhañ.
E Pouldahu e parrez Douarnenez 'zo ur mell park ranet dre meur a zachennig 'lec'h ma vez un toullad liorzherien amatourien o treiñ an douar.
Bet eo Katell Uguen o welet tachenn Mich Beyer hag a c'hounid legumaj ha bleunioù hep an disterañ produ sintetek.