an UDB hag an MBP àr un dro evit an dilennadegoù rannvro.
Choazet o deus an daou strollad politikel en em vodiñ da gavout muioc'h a bouez ha difenn o soñjoù kumun. 73% ag izili an UDB o deus votet ya evit fiziañ e Kristian Troadeg ar garg a gonduiñ ar listennad boutin. 'benn an hañv e vo skrivet ar programm en e bezh ha lañset ar prantad kabaliñ. Nil Caouissin eo mouezh aotreet ar strollad Unvaniezh Demokratel Breizh, hiroc'h en deus displeget da Yaelle ar Mouel.