30 vloaz eo skol Diwan Karaez.
Hag e fin ar sizhun 'ni 'vo lidet, war an ton bras. Kermes ha sonadeg 'vo 'benn disul. Hag ac'hann da se zo tennet gonid deus an degouezh evit digeriñ dorioù ar skol dan holl, digwener ha disadorn, kement ha reiñ digarez da anavezout anezhi. Tangi Ar Menn eo prezidant kuzul skoazell skol Diwan Karaez, un tamm poz bennaket gantañ, deomp da anavezout gwellikoch anezhi. gant Tugdual Karluer.