Miliadoù a vanifesterien gortozet 'ba Kemper d'an 31 a viz Meurzh
A-benn fin miz Meurzh e vo manifestadegoù bras evit ar yezhoù hag ar sevenadurioù liesseurt a zo er Frañs. Milieroù a dud a savo o mouezh d'ar memes poent, ba Elzas, Korsika, bro Euskadi, Katalunia, Okitania, Breizh ba bar broioù tramor ba Martinik hag ar Reunion, da skouer. D'an 31 a viz meurzh e vo an devezh bras-se. E Breizh eo Kevre Breizh a ra war dro. D'ar sadorn-se 'vo un diviz ga polikiterien d'ar mintin, ur marc'had kevredigezhioù hag embregerezhioù a-hed an devezh, ar vanifestadeg goude merenn gant bagadoù, kelc'hioù keltiek ha bep seurt arzourien all, ha goude e vo peder eurvezh a sonadegoù, war blasenn ar Resistañs, betek 9e noz. Selaouomp Tangi Louarn prezidant Kevre Breizh, diouzh mikro Gael Morin, ha da gentañ, Leslie Tavennec a zo karget eus al lec'hienn internet, "Deomp De'i" hec'h anv