Kemmoù 'zo gant ar gelaouenn Bremañ
E 1980 e oa bet lañset ar gelaouenn Bremañ gant izili Skol an Emsav. Dibaoe meur a vloaz e oa miziek an embann met cheñchamant a zo, kavout a raer ar gelaouenn Bremañ bep eil miz dibaoe nebeud. Petra 'zo kemmet e-barzh Bremañ, petra 'cheñcho, petra eo an nevezentioù ? Deomp da c'houzout hiroc'h gant Milio Latimier ouzh mikro Katell Uguen.