Dibab: Un devezh votadegoù oa dec'h ba 7 kumun a Vreizh
Get ar bare Dibab e vez roet an tu d'ar sitoyaned da lâret o soñj diàr-benn adunvaniezh Breizh. Dech e oa goulennet o soñj get annezidi Nozay ha Rougé e Liger Atlantel, Chevaigné e Ill ha Gwilun, Plounevez-Mouedeg e Aodoù an Arvor, Komanna hag ar Chloastr-Plourin e Penn ar Bed hag e Rianteg er Morbihan. Eno e oa bet 176 den o votiñ, hogozik 4 dregant ag an dud a chell mouezhiñ er gumun. Renan Mollo, kuzulier-kêr e Rianteg a zo bet perzh e aozadur an devezh, hiroch e lara deomp doch mikro Yaelle ar Mouel.