àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

MAD MAX FURY ROAD

MAD MAX FURY ROAD

SIN-150529-MAD MAX FURY ROAD.docx MAD MAX FURY ROAD Ur film sevenet gant : George Miller (2015). Gant : Tom Hardy, Charlize Theron, Zoë Kravitz (2e00). Filmoù zo a vez savet kentoc'h evid ar gerent, evid brazarded o deus ankouaet ar pezh a lakae o c'halonoù da dridal ha da gavoud bourrabl pa oant etre pemzeg hag ugent vloaz. Mez pandeogwir e chom e peb den un ene krouadur em eus soñjet e oa ennin ur c'hrennard ive, hanter gousket marse, mez prest da zihuniñ da vad adal ma lakehen un dihunell kreñv a-walc'h e-tal e skouarn. Ha me gant Mad Max enta war "hentoù ar fulor". A dam, evid bouljal e voulje hag evid trouzal e trouze. Pandeogwir e komzer plaen a zazont diasur hon planedenn, da lâred eo dazont an denelezh, hon dazont-ni kwa, e saver filmoù é teurel kont ag an dazont-se. Dam ne wel ket George Miller traoù joaiuz en degvloazadoù da zoned. Berr ar petrol, berr an dour, berr ar boued sur a-walc'h. En e film ema daet an douar da voud un dezerzh edan un heol toemm spontuz ; ne weler ket liw un delienn c'hlaz, netra nemed erinoù, tempestoù traezh ramzel a-sort gant ar re a aloub ar Chin hiziw dre beb diw wezh ar bloaz. Ha dreist-oll tud waet da varbared en-dro. Metal merglet, mekanikoù todionuz, euzhuz ha safaruz, ha traezh beteg an dremmwel, setu bed Mad Max, hon heni a-benn kant vloaz pe nebeutoc'h. Satordallig ! Evel-just en deus gellet unan bennag, kreñvoc'h pe finnoc'h eged ar re arall, lakaad e veli war ur morad sklaved evid boud mestr ag an dour hag ar petrol. Lakaet e vez ar maouezi (bet làeret er broioù tost) da c'henel bugale d'ober soudarded pe sklaved arall. Mez evel-just d'ober mestrezed sentuz ive pa blij d'an aotrou. Setu-ni en-dro gant Lez ar Mirakloù bet gwelet er film Itron-Varia Pariz diwar romant Victor Hugo. Ha tud arall é klask tapoud o lod a blijadurioù ar vuhez ive. Hag un nebeud é klask o frankiz kentoc'h. Mez an oll é klask kavoud esañs da vagañ o roñseed dir merglet toud... Ar senario amañ n'eo ket an dra-se a laka an arvester e galon da dridal. Nann kentoc'h e welomp c'hoarïoù sirk, ur c'horoll jigant edan an heol. Ha distruj, ha lazherezh hed-ha-hed hentoù rouz an dezerzh divent. Dre hon bro, da goulz an hañv, en disterrañ bourc'h, e ta sirkoù bihan da ziskoueziñ d'an dud otoioù braz meurbed é frikañ hag é flastrañ otoioù arall. "Monsters" trouzuz-spontuz gant hanwioù amerikan evel-just. Ale, lec'h d'ar metal, lec'h d'an nerzh kriz, lec'h d'an dismantr ! Gant ar safaruz e vez an arvestoù-se ma rankit tevel, ne vehec'h ket klevet gant hoc'h amezeg. A, plijoud a ra an arvestoù-se dimp ! Warnimp e c'hoari an nerzh kreñv, hoaluz ha sovaj-se : dedennet, sachet ha desachet e vezomp gantañ. Setu perag e vez gwelet kement a dud war ar Champs-Elysées pe dirag o skrammoù-tele da zeiz ar "14 Juillet" evid gweled an défilé. Sellit 'ta pegen kreñv omp ! Amañ, gweled stourmerion pignet e penn perchennoù soupl hag é toned dousig, evel amprevaned dic'hortoz, da dennañ merc'hed a-ziabarzh o otoioù a ya da voud braw. Ya, braw, keneduz zokén ! Estonuz. Ar pezh a blij d'ar grennarded ! C'hoant da zistruj ar bed en deus o dalc'het strizh pemzeg pe ugent vloaz pad, c'hoant da dorriñ o chadennoù. C'hoant d'en em zijabliñ da vad ag ar liammoù a beb sort o dalc'h war treuzoù o buhez nevez. Daw eo din henn ansav : n'em eus ket kavet divourrabl ar film : kredabl eh on chomet ur c'hozh krennard miliget... Nawazh e c'hellomp chomel mantret gant ar pezh a dremen war ar skramm hag er speredoù da-heul. Ar skeudennoù a vez bountet e pennoù ar re yaouank n'int ket skeudennoù a esper mez kentoc'h re ur bed dilezenn ha direizh, ur bed lec'h ma ranko peb unan soñjal ennañ da gentañ evid soviñ e damm buhez, gant ar stard e vo treuzvevañ àrc'hoazh. Lâred a rahen ema an dañjer aze, mez komprenet ho peus ne gomzan ket mui bremañ evel unan yaouank mez evel ur c'hozh den e vehe gwell dezhañ serriñ e veg hag ober lec'h d'ar yaouankizoù. Nawazh, ha ne vehe ket bremañ pal meur ar bed a-bezh stagañ da sevel ur mod arall da genvevañ ? Rag bevañ evel kamaraded Mad Max pe evel e enebourion, ha bevañ eo c'hoazh ? Jean-Claude Le Ruyet.20150529c.121D.SIN-150529-MAD MAX FURY ROAD.docx MAD MAX FURY ROAD Ur film sevenet gant : George Miller (2015). Gant : Tom Hardy, Charlize Theron, Zoë Kravitz (2e00). Filmoù zo a vez savet kentoc'h evid ar gerent, evid brazarded o deus ankouaet ar pezh a lakae o c'halonoù da dridal ha da gavoud bourrabl pa oant etre pemzeg hag ugent vloaz. Mez pandeogwir e chom e peb den un ene krouadur em eus soñjet e oa ennin ur c'hrennard ive, hanter gousket marse, mez prest da zihuniñ da vad adal ma lakehen un dihunell kreñv a-walc'h e-tal e skouarn. Ha me gant Mad Max enta war "hentoù ar fulor". A dam, evid bouljal e voulje hag evid trouzal e trouze. Pandeogwir e komzer plaen a zazont diasur hon planedenn, da lâred eo dazont an denelezh, hon dazont-ni kwa, e saver filmoù é teurel kont ag an dazont-se. Dam ne wel ket George Miller traoù joaiuz en degvloazadoù da zoned. Berr ar petrol, berr an dour, berr ar boued sur a-walc'h. En e film ema daet an douar da voud un dezerzh edan un heol toemm spontuz ; ne weler ket liw un delienn c'hlaz, netra nemed erinoù, tempestoù traezh ramzel a-sort gant ar re a aloub ar Chin hiziw dre beb diw wezh ar bloaz. Ha dreist-oll tud waet da varbared en-dro. Metal merglet, mekanikoù todionuz, euzhuz ha safaruz, ha traezh beteg an dremmwel, setu bed Mad Max, hon heni a-benn kant vloaz pe nebeutoc'h. Satordallig ! Evel-just en deus gellet unan bennag, kreñvoc'h pe finnoc'h eged ar re arall, lakaad e veli war ur morad sklaved evid boud mestr ag an dour hag ar petrol. Lakaet e vez ar maouezi (bet làeret er broioù tost) da c'henel bugale d'ober soudarded pe sklaved arall. Mez evel-just d'ober mestrezed sentuz ive pa blij d'an aotrou. Setu-ni en-dro gant Lez ar Mirakloù bet gwelet er film Itron-Varia Pariz diwar romant Victor Hugo. Ha tud arall é klask tapoud o lod a blijadurioù ar vuhez ive. Hag un nebeud é klask o frankiz kentoc'h. Mez an oll é klask kavoud esañs da vagañ o roñseed dir merglet toud... Ar senario amañ n'eo ket an dra-se a laka an arvester e galon da dridal. Nann kentoc'h e welomp c'hoarïoù sirk, ur c'horoll jigant edan an heol. Ha distruj, ha lazherezh hed-ha-hed hentoù rouz an dezerzh divent. Dre hon bro, da goulz an hañv, en disterrañ bourc'h, e ta sirkoù bihan da ziskoueziñ d'an dud otoioù braz meurbed é frikañ hag é flastrañ otoioù arall. "Monsters" trouzuz-spontuz gant hanwioù amerikan evel-just. Ale, lec'h d'ar metal, lec'h d'an nerzh kriz, lec'h d'an dismantr ! Gant ar safaruz e vez an arvestoù-se ma rankit tevel, ne vehec'h ket klevet gant hoc'h amezeg. A, plijoud a ra an arvestoù-se dimp ! Warnimp e c'hoari an nerzh kreñv, hoaluz ha sovaj-se : dedennet, sachet ha desachet e vezomp gantañ. Setu perag e vez gwelet kement a dud war ar Champs-Elysées pe dirag o skrammoù-tele da zeiz ar "14 Juillet" evid gweled an défilé. Sellit 'ta pegen kreñv omp ! Amañ, gweled stourmerion pignet e penn perchennoù soupl hag é toned dousig, evel amprevaned dic'hortoz, da dennañ merc'hed a-ziabarzh o otoioù a ya da voud braw. Ya, braw, keneduz zokén ! Estonuz. Ar pezh a blij d'ar grennarded ! C'hoant da zistruj ar bed en deus o dalc'het strizh pemzeg pe ugent vloaz pad, c'hoant da dorriñ o chadennoù. C'hoant d'en em zijabliñ da vad ag ar liammoù a beb sort o dalc'h war treuzoù o buhez nevez. Daw eo din henn ansav : n'em eus ket kavet divourrabl ar film : kredabl eh on chomet ur c'hozh krennard miliget... Nawazh e c'hellomp chomel mantret gant ar pezh a dremen war ar skramm hag er speredoù da-heul. Ar skeudennoù a vez bountet e pennoù ar re yaouank n'int ket skeudennoù a esper mez kentoc'h re ur bed dilezenn ha direizh, ur bed lec'h ma ranko peb unan soñjal ennañ da gentañ evid soviñ e damm buhez, gant ar stard e vo treuzvevañ àrc'hoazh. Lâred a rahen ema an dañjer aze, mez komprenet ho peus ne gomzan ket mui bremañ evel unan yaouank mez evel ur c'hozh den e vehe gwell dezhañ serriñ e veg hag ober lec'h d'ar yaouankizoù. Nawazh, ha ne vehe ket bremañ pal meur ar bed a-bezh stagañ da sevel ur mod arall da genvevañ ? Rag bevañ evel kamaraded Mad Max pe evel e enebourion, ha bevañ eo c'hoazh ? Jean-Claude Le Ruyet.20150529c.121D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio