àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur bladenn nevez liv an jazz warni gant Klervi Rivière ha Marie-Aline Lagadig

Ur bladenn nevez liv an jazz warni gant Klervi Rivière ha Marie-Aline Lagadig

Emañ Klervi Rivière hag he mamm Marie-Aline Lagadig o prientiñ ur bladenn nevez. 5 bloaz 'zo emañ an div vaouez o labourat war ar raktres nevez-se hag a vo diskouezet war al leurenn e gouel ar broderezed en hañv-mañ e Pont 'n Abad. Goude berzh « Le Chant des Sardinières » o kontañ buhez ha stourmoù merc'hed ar friturioù o deus fellet ar vigoudennezed ober anv deus mare an etre div brezel hag aergelc'h ar baloù. Deomp da c'houzout hiroc'h gant Marie-Aline Lagadig ha Klervi Rivière. E fin ar bloaz e tlefe neuze pladenn nevez Marie-Aline Lagadig ha Klervi Rivière bezañ embannet. Heuliet int gant Alain Trevarin war an akordeons, Yvonnig Penwen ouzh ar gitar ha Kevin Ruellan deus ar saxo. Emgav 'zo roet d'ar 14 a viz Gouere e Pont 'n Abad 'benn kaout un tañva deus ar bladenn.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio