GWELTAZ ADEUX "Ehan" (2010) 1/5
E-pad 26 vlez ema bet kaner ha soner-kitar er strollad rock breton a Naoned EV. E anw : Gweltaz Adeux, hag ur blijadur vras doh hen adkavoud ged e bladenn solo gentañ, gwraet Ehan anehi. N'en deus ket biskoazh dihanet da sevel posiow ha toniow, hennezh so ur gwir songwriter, hag e brezhoneg mar plij. Dont a ra getoñ ur yezh simpl ha modern, awenet kement ged e vuhez personel ("N'out ket mat, emezi") èl ar bed a-vremañ : leh bras a ra da skwer d'an ekoloji ha d'an natur ("Plantañ gwez"). Barzhoniezh a vez a-dra-sur iwe, steriow kuzhet àr-dreñv d'ar geriow, ged testennow a hella boud surrealist pe psykedelik mem a-wezhow ("Gerioù hud").
E vouezh-krennard n'he deus ket chañchet tamm'bed, uhel ha lan a nerzh, rock'n'roll penn-da-benn. Ur gwir den-leurenn ew Gweltaz Adeux, ha kavet neus sonerion ampart ewid enrolliñ e zisk ha mont da droiñ da beb tu, èl reson. Nico Guérin (bet soner er strollad-festow-nos Emsaverien) d'ar gitar voud ; Christophe "Tof" Rossini d'an taboulinow, unan ag e gompaerion a-gent ba EV.
O avañturiow vez kontet deomp ged Gweltaz hed-a-hed ar sizhun, ar paotr hor laka da voiajiñ barzh e ollved, a Vreizh da Suomi, ar musik, e yowankis, an dud, an amser a-vremañ. Un Ehan ag ar re wellañ, ewid degemer an "Deizioù hañv".
GWELTAZ ADEUX "Kelc'hioù du ha kelc'hioù glas"
in Ehan (2010 . Gwenn Kivi)
THE BEATLES "Norwegian wood (The bird has flown)"
in Rubber soul (1965 . Parlophone)
THE BEATLES "Tomorrow never knows"
in Revolver (1966 . Parlophone)
SERGE GAINSBOURG "Requiem pour un con"
45t (1968 . Philips)
GWELTAZ ADEUX "Deiz pe zeiz, gwezh pe wezh"
in Ehan (2010 . Gwenn Kivi)
SIELUN VELJIEN "Peltirumpu"
in L'amourha (1985 . Poko Records)