Ya d'ar brezhoneg get TPCO.
Sinet eo bet ar garta Ya d'ar brezhoneg get ar stal TPCO (Tout pour communiquer) e Kistreberzh.
Bruderezh ha dafar kehentiñ a vez graet en embregerezh-mañ, meret get Jerome Coader. Goude bout skoliataet e verc'h er skol Diwan en deus bet ar soñj iwez gober get ar brezhoneg tamm ha tamm en e stal. Emañ bremañ e-mesk ar 720 embregerezh o deus sinet ar garta. Lena Louarn, prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg deus kontet pelloc'h da Yaelle ar Mouel.