Kampionadoù departamant gouren.
'Benn disul 'vo dalc'het kampionadoù departamant gouren: 'ba Plouarzel 'vit Penn-ar-Bed ha 'ba Sant-Nolff 'vit reter Breizh. Gourenerien ar vro a c'hallo klask gounit o flas 'ba kampionad Breizh 'vo 'ba Plerin 'benn ar 24 a viz Mae. Noe Leteure-Cortella, 'zo ezel eus Skol al Loar 'ba Landerne, 'zo unan anezho. Kemer perzh 'raio 'ba rummad 37 kilo, c'hoant gantañ bout trec'h 'benn disul. Gant Erwan Blanchard.