àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kerbader : gouel ar bara e chapel Fouen

Kerbader : gouel ar bara e chapel Fouen

En dibenn-sizhun-mañ 'giz bep bloaz bremañ dibaoe un toullad-mat a vloavezhioù 'vez lidet ar bara war an ton bras e chapel Kerbader, ul lec'h kaer war barrez Fouen. Ar forn kozh 'zo bet lakaet da dommañ dibaoe ouzhpenn dek devezh bremañ gant « Mignoned Kerbader » ha baraerien war o leve, ha noz ha deiz ez eont ingal da vouetañ anezhañ gant koad, tra ma vo plaen an temperadur. Skolidi Fouen a zo bet hiziv da zeskiñ fardañ bara met ouzhpenn bara a vo da wel ha da dañva e Kerbader betek disul. Selaouomp pelloc'h gant Gildas Cornec ouzh mikro Katell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio