"Festimômes", un devezh evit ar vugale.
Setu pezh vo kinniget 'benn disul 10 a viz Mae en dachenn bedagogel Les Jardins de Cilou e Klegereg. A-c'houde tri bloaz bremañ e vez kensavet ar fest-mañ get kevredigezhoù ar c'hornad. Atalieroù hag arvestoù a-bep seurt a vo a-hed an deiz : sirk, furlukined, arzoù pe troioù-bale. Muioc'h a zisplegadennoù get Katell André, hag a zo perzh en aozadur. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.