àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Peñse ar Sokalique: ar proses kentañ

Peñse ar Sokalique: ar proses kentañ

Proses kentañ diwar-benn peñse ar vag anvet ar ///Sokalique/// 'zo kroget hudu 'ba lez-varn koñvers Brest. E miz Eost 2007 'oa bet skoet ar vag eus ///Rosko/// gant ul lestr-vag anvet ///Ocean Jasper/// 'oa dindan banniel ///inizi Kiribati///. Diwar se oa aet ar Sokalique d'ar strad, Bernard Jobard ar mestr ganti. Kuitaet 'noa commandant ar vag al lec'h peñse hep klask sikour. Ar proses mañ 'zo, bremañ, 'vit divizout pegement a arc'hant 'vo roet d'ar re 'neunt bet da anduriñ ar peñse: ar vartoloded ha perc'henned ar Sokalique, en o-zouez ///Yvette Jobard///, gwreg Bernard. Met evit Yvette Jobard 'neo ket ar proses 'ba lez-varn koñvers an hini pouezhusañ, met an hini 'vo, moarvat kerzh ar bloaz, dirak al lez-kastiz. Gant ///Erwan Blanchard.///

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio