àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Sekour get tud a vro Nepal.

Sekour get tud a vro Nepal.

Hervez ar bilañs diwezhañ embannet gant minister diabarzh Nepal 'zo muioc'h 'vit 5000 a dud lazhet ha muioc'h 'vit 10 000 a dud 'zo gloazet goude ar c'hrenn-douar 'noa skoet ar vro disadorn diwezhañ. Moarvat 'yaio war greskiñ c'hoazh. 8 million a dud 'zo bet paket gant ar c'hrenn-douar mañ. En o zouez tud Benaya, ur paotr eus Nepal 'zo o chom 'ba Breizh. Agnes Dauneau, mamm e verc'h, 'zo bet skoet ha spontet gant ar gwalldarvoud. Abaoe disadorn emañ o klask goût petra 'zo c'hoarvezet gant tud familh he merc'h. Gant Erwan Blanchard. Gall 'rit mont e darempred gant Benaya hag ar gevredigezh 'neus savet: "Aide Népal" war ar chomec'h mañ : manandar.bi@voila.fr.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio