Budjet departamant Penn ar Bed : dizakord diwar benn al linenn tren Kemper-Brest
Budjet ar c'huzul-meur Penn ar Bed oa studiet d'ar 26 a viz Genver gant ar guzulierien kanton. Votet 'vo gant an tu kreñv. An tu dezhoù a voto a-enep, 'giz boaz. Padal vez an dilennidi war ar memes sav-poent alies, dreist holl evit dougañ ar politikerezh sokial a zo an hini pouezhusañ evit an departamantoù. An holl dilennidi o deus heuliet ivez ar prezidant Pierre Maille pa en deus kinniget reiñ un ali fall d'an ajañs rannvro evit ar yec'hed, an ARS. Departamant Aodoù an Arvor hag hini Il ha Gwien o deus graet kement all.
Tabutoù 'zo bet memestra : war live an arc'hant postet evit an EPCC "Chemins du patrimoine" ha war an arc'hant postet evit kempenn al linenn tren etre Kemper ha Brest.
Muioc'h a displegadennoù war ar budjet-se gant François Marc, kuzulier departamant PS
Ha goude e klevoc'h soñjoù Jérome Ronvel war an arc'hant postet evit kempenn al linenn tren etre Kemper ha Brest
Emaint deus mikro Anne Gouerou