Paul Fouillen : oberenn un arzour dic'hortoz da welet e Kemper
Nevez 'zo eo bet addigoret mirdi ar feilhañserezh e Kemper. Er bloaz-mañ en eus Bernard Verlingue, mirour eno, dibabet gouestlañ an diskouezadeg da Baul Fouillen, ur arzour souezhus, dic'hortoz hag awenet gant levezonioù liesseurt.
Deomp 'ta da zizoloiñ an diskouezadeg e karter Lokmaria, 'tal kichen ti an arzour Paul Fouillen.
Betek fin miz Gwengolo ez eus tu gwelet an diskouezadeg gouestlet da Baul Fouillen e mirdi ar Feilhañserezh e Kemper.