àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pred ar vrezhonegerien e Kemper : un digarez da eskemm en-dro d'ur pred lipous

Pred ar vrezhonegerien e Kemper : un digarez da eskemm en-dro d'ur pred lipous

A-benn reiñ youl en-dro d'ar gevredigezh Ti ar Vro Kemper goude an trubuilhoù 'zo bet ar bloaz paseet, e vez aozet bep Meurzh, ur pred 'benn bodañ brezhonegerien ar vro. Neb a gar a c'hell mont, 'n ul lakaat e anv en a-raok evel-just, peadra da gas ur prantadig e brezhoneg da vare kreizteiz. Katell Uguen a zo bet da wel' tuchantig (dec'h) penaos e troe an traoù. Emgav 'oa da greizteiz er pub «O'Finnegans » e Kemper. Pep hini a c'hell mont d'ar predoù e brezhoneg. Bep meurzh e vezont dalc'het, bewech en ur preti disheñvel e Kemper. 'benn lakaat e anv e c'heller pellgomz da Di ar Vro Kemper.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio