àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

L'astragale

L'astragale

SIN-150417-L'ASTRAGALE.docx L'ASTRAGALE Ur film sevenet gant : Brigitte Sy (2015). Gant : Leïla Bekhti, Reda Kateb, Esther Garrel (1e37). Gwerso braz em boa lennet L'Astragale ha n'em eus ket kavet er film-mañ an tan a oa e romant Albertine Sarrazin, an tan am boa santet douzh henn lenn gwezhall. Istoer Albertine an heni eo a zo kontet dimp hag he c'harantez foll evid Julien, hec'h amourouz. Nawazh he doa kavet ar sevenerez, Brigitte Sy, daou gomedian a-feson, Leïla Bekhti ha Reda Kateb. Kalz e vez gwelet Reda Kateb er prantad-mañ hag un aktor ag ar re wellañ eo e filmoù a sort gant Hippocrate pe Loin des hommes. Mez ne grog ket an traoù kement-se ar wezh-mañ, daoust da Leïla Bekhti boud en he lec'h aze hag ober he seizh gwellañ evid boud Albertine, kreñv, rust ha tener war-un-dro. Un ide interesuz eo filmañ e gwenn ha du, rag jaojiñ a ra gant an amzer-se (dle.ar bloazioù 1950). Skeudennoù braw zo, portredoù gant c'hoari ar gouloù warne. Mez lusk a vank en istoer dreist-oll hag ar follentez a oa e karantez Albertine evid he galant. Rag ne oa ket an daou-se tud evel ne vern piw. Ne oant ket tud "a-feson", ne oant ket bugale vad, mez tud yaouank ravoltet, e-maez ar lezenn peurvuiañ, dreist-oll ar plac'h. Ha ne za ket an dra-se war-wel er film, pe re nebeud. Ar pezh en dehe gellet lakaad tan er film zo bet mouget ne ouiomp ket perag ha chomel a ra divoer a-walc'h an istoer, plad zokén. Ganet e oa bet Albertine e kêr Alje, e 1937, ha dianav he mamm hag he zad. Adoptet e oa bet pa oa pewar bloaz, mez gant ur c'houblad tud re gozh evid kompren he c'hoant da vevañ, he c'hoant da loskiñ he buhez marse mem. Ha kaset e oa bet gante en ur skol esprez-kàer evid ar vugale diaez e-kostez Marseilh. Ha hi achapet ag ar lec'h-se da dermen ar vachelouriezh evid krapiñ da Bariz. Du-hont he doa bevet evel ma c'helle, mez ataw e-maez ar lezenn, beteg boud tapet d'an oad a driwec'h vloaz ha kaset evid seizh vloaz d'ar prizon evid ur laeroñsi manket. Daou vloaz goude ec'h achap c'hoazh hag ober a ra anaoudegezh gant un den yaouank hag a vo he heol, he boue-sikour hag hec'h esper : Julien Sarrazin. Un den evelti e oa Julien, gouest d'he c'hompren enta. Eñv eo en doa soursïet douzh he yec'hed, rag torret e oa bet un askorn bihan a seul-troad Albertine pa oa kouezhet a-ziwar lein mur ar prizon : an askorn-fer (an astragale, e galleg). A-gaoz d'an torradur-se he doa kammet Albertine pell goude. Julien c'hoazh a gave bod dezhi, ti kamaraded pe kamaradezed, rag ne oa ket asur tamm ebed an traoù en ostelloù, pa veze klasket Albertine gant ar polis. A-benn ar fin, hag er prizon, he doa gellet dimeziñ gantañ. Mez ne oa ket Julien ur paotr aez naket. Liez e yae kuit d'ober e draoù, den ne ouie pesort re, ha ne zae ket en-dro diouzhtu. Hag Albertine douzh henn gortoz, douzh henn gortoz pell meur a wezh. Beteg digalonekaad liez. Beteg stagañ en-dro gant an c'hoari a veze ganti e-raog : gwerzhañ he c'horf d'an heni a baee evid-se, rag ne oa ket vilez anezhi, ar c'hontrel mem e oa. Ha diw wezh c'hoazh e oa bet red dezhi moned en toull-bac'h, beteg 1964. Goude-se, erfin, he doa kroget ar vuhez da voud bourraploc'h eviti. Ha perag ? Dre ar lizheradur, rag skriv a rae kalz Albertine Sarrazin ha lakaet he doa he skridoù da voud embannet. Remerket e oa bet he c'hentañ romant, L'Astragale. Evid hec'h eil romant, La Cavale, e oa bet roet ur priz dezhi zokén, e 1965. Goude-se he doa skrivet un arall, La Traversière, a ziskoueze e oa ur wir skrivagnerez. Daet e oa dezhi da gerzhed aez a-walc'h en-dro, goude ma oa bet pareet a-feson hec'h askorn-fer. Ne gamme ket mui, ogozig lâred. Siwazh, berr e oa bet ar prantad eürusted he doa anavet e fin he buhez verr. Rag goude boud bet lakaet da gousked e-raog un oberatadenn (un operasion, kwa) e oa chomet divuhez ha ne oa ket bet tapet he zregont vloaz ganti c'hoazh. N'eo ket ar film heb perzhioù mad, sur a-walc'h, mez mankoud a ra ennañ ar bugon a oa gant ar plac'h yaouank-se, ken bervidant he c'halon. Nawazh, daoust d'an diouver-se, e tay c'hoant dimp marse da lenn Albertine Sarrazin pe d'he lenn en-dro, a-drugarez da Vrigitte Sy, ar pezh a vo ar gwellañ d'ober, a gredan. Jean-Claude Le Ruyet.20150416b.117D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio