àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An treuzkas, gant Nolùen Le Buhé

An treuzkas, gant Nolùen Le Buhé

Petra eo an treuzkas ? Savet hon eus ar goulenn da daou ganer, Véronique Bourjot ha Gweltaz Adeux. Ha pa vez kaoz eus an treuzkas n'eus ket tu tremen hep mennegiñ ar c'hoñkourioù : ar c'henskrivadegoù war ar c'han ha war ar sonerezh : a-bouez ken ken evit istor ha sonerezh ar Vro ! Klevet vo daou reportaj bet sevenet gant Yaelle ar Mouel ha Mikael Le Bihannic da geñver Ar Roue Waroch, ur gouel bet dalc'het evit an 19vet gwech e penn kentañ miz C'hwevrer e Pleskop. Komzet vo evel just eus ar C'han ar Bobl ! Nolùen ar Buhé a gonto deomp petra eo an treuzkas eviti ha peseurt talvoudegezh 'n eus bet ar C'han ar Bobl en he buhez. Maurice Duhamel : un den e-touesk ar re bouesusañ evit holl kanerien ha sonerien ar vro ! Brudet eo evit e bennoberenn bet embannet e 1913 dindan an titl ///Musique Bretonne///, enni 400 ton hengounel, lod bet dastumet gantañ ha dreist-holl bizskrivet gantañ. Marthe Vassallo he deus darempredet anezhañ e-pad ur pennadig amzer, setu pezh a gonto deomp... An abadenn-mañ a zo un digarez ivez da lakaat ar gaoz war raktresoù liesseurt ar gevredigezh BCD : an diskouezadeg diwar-benn ar PCI, ar c'hliche-video nevez deuet er-maez, stumm 2 ar Breizh App ha c'hoazh.

Sevenadurioù (e brezhoneg)

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio