àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

OGM e Breizh : ket eme ar rannvro, geo eme ar falc'herien

OGM e Breizh : ket eme ar rannvro, geo eme ar falc'herien

Diriaou ha digwener 'oa dalc'h meur kuzul rannvro Breizh e Roazhon. Tennet 'oa gounid deus an degouezh gant Falc'herien OGM evit reiñ o mouezh da glevet. Embann a ra ar rannvro bezañ "rannvro hep OGM", gant reoù all en Europa. Evit an enebourien d'an OGK, pe OGM, eo faos kement-mañ ken ez eo. Gwir an dra na vez ket produet edeier OGK en Breizh, en-ofisiel bepred, met ken gwir all penaos 'vez enporzhiet edeier OGK a-vil-vern, deus broioù Amerika ar c'hreisteiz evit ul lodenn vras anezho. Gant ar Falc'herien OGK, a ra gant doareoù an disentidigezh sivilian anfeuls evit stourm 'enep d'an danvez OGK, 'oa bet distrujet soja e porzh An Oriant e miz Gwengolo, evit disklêriañ ar fed-mañ. Un eskemm lizheroù 'oa bet da-heul gant prezidant ar rannvro 'benn displegañ ar perak. Deus tu ar rannvro zo rebechet d'ar falc'herien bezañ distrujet edeier. Deus tu ar falc'herien zo rebechet d'ar rannvro bezañ pilpous en ur embann bezañ hep OGM. Digwener 'ta 'oa bet kaset al lizher diwezhañ, war-eeun d'ar rannvro, kement ha kaout muioc'h a bouez. En-touesk ar stourmerien 'oa Jil, pelloc'h gantañ, deus mikro Tudual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio