Ar Lestr Roue Gralon e Douarnenez.
E porzh-mirdi Douarnenez oa arru ur vag nevez dec'h, ar Roue Gralon. Pell 'zo 'oa ket bet ag ur lestr nevez é tont, hag hennañ a za e lec'h Notre Dame de Rocamadour, un dastumer grilhed-mor arouezus mat er porzh-mirdi. En Oriant e oa staliet ar Roue Gralon betak bremañ ha dimeurzh e oa kroget get he hent da zonet da Zouarnenez. Selaouomp Riwanon Kersale, stajiadez er porzh-mirdi. Respontet he deus da c'houlennoù Morgane Bramoullé a Radio Kerne.