Big eyes
SIN-1504106-BIG EYES.dovx
BIG EYES
Ur film sevenet gant : Tim Burton (2015).
Gant : Amy Adams, Christoph Waltz, Danny Huston (1e47).
Brudet eo Andy Warhol evid e fotoioù a beb sort diwar-benn bouestoù-mir evel re ar soubenn tomat Campbell's pe re ar c'hetchup Heinz. Ur mestr ag ar Pop Art e oa Warhol. Mez peb unan ahanimp en deus bet tro ive da weled skeudennoù bugale trist-braz ha dispourbellet o daoulagad. N'eo ket ken brudet (er Frañs d'an nebeutañ) an heni he doa o livet, Margaret Keane, ganet bloaz e-raog Warhol, e 1927 ha béw c'hoazh. Kredabl e vo anavetoc'h bremañ, a-drugarez d'ul levr nevez daet er-maez (Citizen Keane - arabad kemmeskañ gant titl film brudet Orson Welles 1941, Citizen Kane). Mez anavetoc'h e vo c'hoazh a drugarez da film nevez Tim Burton : Big Eyes, dle. Daoulagad braz. Evid kompren oberenn Keane gant he bugale lagadeg e c'heller soñjal un tammig er pezh a veze kavet er Frañs degadoù e-raog gant tresadennoù Francisque Poulbot, ganet e 1879, hag a ziskoueze bugale ive. Daet eo ar ger "poulbot" da anw-rumm evid termeniñ portredoù laboused ruioù Pariz, a-sort gant Gavroche, da skwer. Ar livadurioù hag ar portredoù a vez kavet hiziw-an-deiz e ruioù Montmartre zo un astenn ag ar pezh en doa boulc'het an den-se ouzhpenn kant vloaz so bremañ. Pa gomz an den ag an arz kitsch e soñj en un arz divalaw, mad evid an dud dizesk, dle. un arz pobl liez, un arz na dalv ket ur bramm-konifl.
Ar pezh na vez ket anavet marse zo an touellerezh estonuz a zo bet gant oberenn Margaret Keane e fin ar bloazioù 1950. He gwaz, Walter Keane an heni eo, a sine oberennoù e wreg hag o gwerzhe e Hollywood, tra ma chome Margaret kuzhet, ogozig lâred, en he c'hampr da livañ ha da livañ c'hoazh. Ur mailh e oa Walter Keane evid gwerzhañ taolennoù : gouest e vehe bet da lakaad un avalaouer (un heureuchin) da brenañ un tamm soavon ! Ur gwerzher ag an dibab e oa, gant ideioù nevez : daet e oa soñj dezhañ lakaad da voullañ skritelloù diwar tresadennoù e vaouez evid gwerzhañ milionoù anezhe. A-benn ar fin he doa gellet Margaret en em zispartiañ anezhañ, ur prosez a oa bet, gounidet ganti e 1965 goude ma oa bet goulennet gant an daou bried livañ peb e daolenn dirag juri al lezvarn. Un digarez en doa kavet he gwaz evid chom heb ober ar labour goulennet, un droug soudenn d'e skoaz hag a barrae doutañ a grogañ er gwisponig. Daoust d'ar prosez gounezet e oa bet red da Vargaret gortoz 1986 evid kaoud an droed da sinañ hec'h oberennoù gant he hanw dezhi en-dro. Setu aze istoer Margaret Keane hag he gwaz Walter.
Interesuz eo, rag ouzhpenn taolenniñ buhez an daou zen hag o mod da "genvevañ", e vezomp kaset war domani an arz. Petra eo an arz, petra eo ar vraventez ? Daoust ha m'ema ar pezh ar blij d'ar muiañ niver (ar pezh a lâre Andy Warhol), pe ar pezh a zegas boued d'ar spered ha d'ar galon, ar pezh a zo brasoc'h eged ar from kentañ, ar pezh a chom béw a rumm da rumm ? Setu aze an atersoù talvouduz a gaver er film. Lod a lâr e vo ankouaet Andy Warhol ha Margaret Keane fonnabl a-walc'h tra ma chomo pell Picasso ha Kandinsky evel arzourion veur ar memez kantved. Kredabl.
Daoust d'an interest a c'heller tennañ ag an istoer personel-se, ar pezh am eus kavet ar plijusañ er film zo c'hoari an aktor alaman Christoph Waltz e rol Walter Keane, ar gwaz lorber. Ar re ahanoc'h o doa bet tro da weled film Quentin Tarentino, Inglorious Basterds daet er-maez e 2009, o deus dalc'het soñj sur a-walc'h ag ar c'horonal alaman Hans Landa. Portred un ofiser nazi desket braz, liezyezheg ha sadeg memestra e oa hennezh. Diskoachañ ar Judevion hag o c'has d'ar marw e oa e c'hoant personel, e labour-soudard hag e blijadur soutil. Diskoueziñ a rae boud hegarad kenañ, seven, amiabl gant ar re e sante ne oant ket a-du gant an Nazied. Ha ken sklas e oa e vousfent hag e vinc'hoarzh ma taole skorn hag ankén e kalonoù an dud. Meur a briz en doa bet Christoph Waltz evid ar rol terrubl-se.
Er film-mañ e tiskouez e vestroniezh c'hoazh e rol ur gwaz hag a oui penaoz lakaad e vaouez da lonkañ lostoù-leueioù. Rag an dra-sen eo, a-benn ar fin. Ouzhpenn tregont vloaz he doa Margaret d'an amzer-se. Hec'h eil gwaz e oa. Gouied a rae e rank an daou bried en em harpañ, en em sikouriñ en ur c'houblad, mez douzh a seblant n'he doa ket komprenet e rank d'an daou bried en em respetiñ ive. Ha krediñ a rae toud ar gevier a veze livet dezhi gant he gwaz. Evid-se e tiskouez Christoph Walz boud ur mestr un taol arre. Ha n'heller ket parraad a c'hoarzhed pa vez gwelet e arz er prosez evid en em zifenn e-hunan ha diskoueziñ e oa ar wirionez gantañ, pa oa e vaouez nemed ur paourkaezh plac'h kollet he spered ganti. Mez ul lavarer ne dalv ket un oberer. Hag an taol-mañ, dirag an oll, e oa bet Margaret an obererez.
Jean-Claude Le Ruyet.20150410c.116D.