àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5eur30

Keleier 5eur30

@@@1000 den o vanifestin dirak Ensellerezh an Akademiezh@@@ Tro dro mil den oa o vanifestiñ dirak batisoù Ensellerezh an akademiezh 'ba Kemper ar mintin-mañ. Kelennerien, tud ar vugale ha dilennidi eus kumunioù e lec'h 'vo diskarget postoù oa deuet evit klemm a-enep ar pevar post hag hanter-kant a vo dilemet er skolioù-mamm ha skolioù kentañ derez publik e miz Gwengolo a zeu. Selaouit ar reportaj @@@Reuz e Kastell-Paol etre peizanted hag arzourien eus ar strollad Mardarjeu@@@ 'Noant ket gellet komedianed strollad Madarjeu c'hoari o fezh-c'hoari « Alanig al louarn » dec'h. Harzhet eo bet, an tri c'hant arvestour war un dro, mont 'ba teatr Santez-Tereza 'ba Kastell-Pol lec'h 'ma 'oa ar pezh c'hoari da vezañ kinniget. Harzhet gant peizanted yaouank deuet da vanifestiñ 'blam ma 'aozet an abadenn gant ar gevredigezh 'zo anvet « Kervorus-Vilagren » 'noa dougenet klemm dirak al lez-varn velestradurel a-enep ar raktres kaset gant ar SICA da sevel magazinoù bras 'ba Kastell-Paol Selaouit @@@Deizioù e bro an Oriant@@@ Evit an c'hwec'hvet gwezh wàrn-ugent e vo savet a-bep seurt abadennoù evit lakaat an dud da zijoleiñ sevenadur Breizh. Atalieroù kegin ha kan, koñsertoù, festoù-noz, filmoù, prezegennoù, c'hoariva, ha c'hoazh vo kinniget. Emglev bro an Oriant a labour evit kenurzhiañ ha liammañ razh an abadennoù. Selaouit

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio