àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

1.000 manifester dirak ensellerezh an akademiezh 'ba Kemper

1.000 manifester dirak ensellerezh an akademiezh 'ba Kemper

Tro dro mil den oa o vanifestiñ dirak batisoù Ensellerezh an akademiezh 'ba Kemper ar mintin-mañ. Kelennerien, tud ar vugale ha dilennidi eus kumunioù e lec'h 'vo diskarget postoù / oa deuet deus pep korn eus departamant Penn ar Bed evit bezañ klevet gant ar pennoù bras bodet en emvod / kuzul departamantal an deskadurezh stad. Klemm a raent a-enep ar pevar post hag hanter-kant a vo dilemet er skolioù-mamm ha skolioù kentañ derez / publik / e miz Gwengolo a zeu. Selaouit diouzhtu un nebeut manifesterien, o kregiñ gant Stéphanie Le Gall, skolaerez 'ba skol Jacquart 'ba Brest Diviz ebet 'zo bet kemeret ar mintin-mañ gant ensellerezh an akademiezh. Un emvod nevez 'vo d'an 2 a viz C'hwevrer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio