àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur wech c'hoazh 'vo ret cheñch ar PLU e Plouvien

Ur wech c'hoazh 'vo ret cheñch ar PLU e Plouvien

Hiziv 'zo un tamm douar eus Plouvihan a za gant Treglonou, ez ofisiel. N'emañ ket kumun Plouvihan dindan lezenn an arvor ken. Ur mod 'oa vit an embregerezh gounezvouedel SILL gellout kreskiñ war an dachenn e lec'h m'emañ staliet. En soñj 'oa renerien SILL sevel un tour da sec'hiñ al laezh. Met nullet eo an aotre da sevel anezhañ gant lez-varn melestradurel Roazhon. Dav 'vo cheñch ar PLU ur wech ouhzpenn. An dra se 'zo hir mat d'ober. Dipitet eo tud an ti-kêr gant ar c'heloù mañ. Selaouomp René Montfort, eil maer e Plouvihan. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio