E Marseilh 'oa bodet ar Vretoned evit Babel Med!
Etre dimerc'her ha hirie 'mañ Babel Med e Marseilh. Deus Babel Med zo emgavioù muzik ar bed, e bro ar Mor Kreizdouar, dalc'het bep bloaz. Ur mil a dud bennaket 'vez desachet gant an doare marc'had-mañ, Bretoned en o zouesk, o klask daremprediñ deus tud all, da labourat pe war ar produiñ, pe war ar c'hrouiñ raktresoù nevez. Eno 'mañ Gaby Kerdoncuff, soner brudet e bed ar muzik hengounel ha muzik ar bed e Breizh. Deus Marseilh e tispleg deomp petra eo Babel Med. Gant Tudual Karluer.