Meur a briz roet er Festival Pesketerion ar Bed en Oriant.
A-hed ar sihun dremenet e oa ar festival pesketourion ar bed e kornad an Oriant.
ur festival filmoù a lak àr-wel buhez ar besketerion dre ar bed hag o en-dro. Disul e oa bet roet meur a priz get an dud perzh en daou jury, kani ar re vraz ha kani ar re yaouank. hag àr un dro o deus chwajet ar film "Wawata Topu : Les Sirènes du Timor-Leste" evit ar priz gouestlet d'ar merc'hed er peskerezh, ar priz Chandrika Charma. Selaouamp doc'h Robert Bouguéon, prezidant ar gevredigezh Pesca ha perzh er jury hag Alain Le Sann, prezidant ar festival. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.