àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

e Karaez, kentan enklask e-kichen an niveradeg. Ha diwar-benn implij ar brezhoneg eo savet!

e Karaez, kentan enklask e-kichen an niveradeg. Ha diwar-benn implij ar brezhoneg eo savet!

Gant ar bloaz nevez eo deut koulz an niveradeg pe recensement. Dre ar vro 'vez kontet an dud ha dastumet a-bep seurt titouroù diwar-o-fenn, o doare-bevañ, lojañ, diouzh o oad, o finvidigezh hag all. Abaoe ar bloavezhioù 2000 emañ diouzh lezenn e Frañs gellet ober studioù ouzhpenn d'ar c'houlennaoueg ofisiel. Met betek-hen 'oa bet nac'het an holl daolioù-esa da ginnig tra-mañ-tra. Evit ar wezh kentañ er bloaz-mañ zo bet asantet ur c'houlennaoueg e-kichen da hini diazez an niveradeg. Gant kêr Garaez 'oa bet savet ar goulenn, harpet gant Ofis Publik ar brezhoneg. Sed aze 'vo un enklask ouzhpenn e Karaez diwar-benn implij ar brezhoneg gant an dud. Muioc'h a zisplegadennoù gant Fulub Jakez, rener Ofis Publik ar brezhoneg ha Visant Abaziou, kuzulier-kêr e Karaez e karg deus ar brezhoneg. Fulub Jakez a gomz deomp deus an amzer dazont bremañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio