'Benn warc'hoazh e vo digoret ar pesketa war an dluzhed
'Benn warc'hoazh vintin, pevarzek a viz Meurzh, e vo digoret ar pesketa war an dluzhed en holl departamantoù e Frañs. Betek ar Sul 20 a viz Gwengolo e vo aotreet mont da dluzheta er stêrioù er rummad kentañ bepred. En ur bern plasoù zo lakaet pesked er stêrioù en deizioù 'raok gant kevredigezhioù pesketaerien, evel zo bet graet e Karaez evit ar sizhun. Dec'h 'oa lakaet dluzhed er ster iêr 'kostez chapel Santez Katell. E-touesk ar besketaerien war blas 'oa René Grall.