àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

american sniper

american sniper

SIN-150313-AMERICAN SNIPER.docx AMERICAN SNIPER Ur film sevenet gant : Clint Eastwood (2015). Gant : Bradley Cooper, Sienna Miller, Luk Grimes (2e12). Setu ur film amerikan. Ema an Amerik hiziw evel Roma troioù ar 4ved kantved goude JK : war an diskar. Kreñv eo an Amerik c'hoazh, mez santet e vez ema an traoù é chañch tro-dro : dihun ar Chin, dihun bro-India, dihun broioù sud-Amerika, dismantr ar broioù savet gant Europeiz en XIXved kantved. A-c'houde ar brezel 14 e ren an Amerik war ar bed a-bezh, koulz lâred. Mez tud arall zo daet war an dachenn da glask o lod, ha diaesoc'h-diaez ema ren e-hunan-kàer war ar bed bremañ. Da c'hortoz e c'hoari an Amerik he jañdarm e kornadoù zo, e-sigur kas an demokratelezh enne, marse ive abalamour da dapennoù petrol a vehe da zastum dre-se. Mez n'eo ket gant un taol c'hwitell e vez lakaet an demokratelezh da vevañ. Ha pa'n doa savet an Amerik hec'h arme da amzer ar "brezel yein" hag he lakaet da voud an heni greñvañ a oll viskoazh, setu ma chom an arme-se ogozig diefed (war an hirdermen d'an nebeutañ) dirag pobladoù é sevel eneb d'o mistri kozh. Ne lâran ket e vez pe e vo gwell ar vistri nevez. N'eo ket an dra-se a vez gwelet kement-se hiziw-an-deiz. Mez evel-se ema : ur bern lec'hadoù brezel zo bremañ er Reter-Kreiz hag e Afrika, da skwer. Goude gwalldaolioù Gwengolo 2001 e New-York e klask ar Stadoù Unanet en em dennañ ag an Irak lec'h ma oant bet é roiñ e begement da Saddam Hussein. Ar pezh a oa bet graet er Libi gant an Europ tri bloaz so n'eo ket gwell pa weler an dizurzh braz a zo eno hiziw. Aez e c'hell boud kas un tirant kuit, mez diaez kavoud un den bennag evid kemer e lec'h... hag an oll akord gant hennezh goude. Setu neuze soudarded amerikan é klask dibab ar pell diouzh ar greun e kêrioù an Irak. Amañ kamionoù, tankoù, dronoù forzh pegement, ha soudarded (ar Marines) oblijet da c'hounid o surentez paz ha paz ha karter goude karter. Evid gwarantiñ ar re hag a "neta" an dachenn e vez goulennet gant un nebeud soudarded arall selled spiz douzh an endro ha lazhañ an dud hag a ziskouez boud un dañjer evid o c'hamaraded-brezel. An dennerion ampart-se e vez graet snipers anezhe e saozneg, ur ger anavet gwell bremañ eged ar galleg "tireur d'élite". Gant ar lunedenn a zo war o fuzuilhennoù ispisial e c'hellont tennañ resiz beteg tost da 2000m kazimant evid ar re ampartañ, ar re a c'hounide yaouank an "nanarzh" braz e fest-foran o c'hêriadennoù. E familh Chris Klyde e lâre an tad d'e vugale e oa tri sort tud war an douar : an deñved, ar bleidi, hag ar re a ziwall an deñved. Hag arabad d'ar vugale boud deñved pe bleidi ! Ha chomet ar skeudenn-se e penn Chris. Ha setu-eñv sniper en Irak. Ha buan e ta da voud ur gouron, gant ar resiz ema e dennoù war an enebourion. Diwar fedoù gwir en deus savet Clint Eastwood e film : ya, tost da zaou gant den zo bet lazhet gant Chris Klyde en Irak. Ema ar film evel un c'hoari-video a-sort gant ar re a vez kavet bremañ. Azezet war hon kadoerioù-brec'h e tennomp war trolinennoù n'anavomp ket netra war o divoud ha, pa c'hellomp o distruj, e kontomp ar poentoù gounidet ganimp. Hañval eo amañ. Ne welomp ket an enebourion, o spurmantiñ a raomp a-bell, evel merion. N'int ket boudoù marse, mez skeudoù hebkén. Ne ouiomp ket ar pezh emaint é klask ober mez ar pezh a zo sur : daw eo stourmiñ enebte, o distruj. Dimezet eo Chris, ur c'hrouadur zokén zo ganet dezhañ. Etre e familh hag e gamaraded-brezel eh eus ur valañs diaez. Petra ' sinifi evid an tad gwarantiñ e familh ? Boud e-tal e vaouez hag e vebig, evel ma lâr ha ma c'houlenn e bried groñs ? Pe moned da roiñ dorn d'e gamaraded du-hont, ar re hag a stourm douzh enebourion an Amerik, "gwellañ vro war an douar", e vro ? Setu aze ar stourm diabarzh en deus choazet Clint Eastwood da ziskoueziñ dimp. Ur film amerikan eo, sur. Peb tra zo liw an Amerik warnañ : an arme, an armoù, ar familh, ar vuhez, ar speredoù, an drapelloù. Mez pelloc'h e kas ar sevener ar prederi. Lazhañ tud evel ma ra Chris Klyde, ha n'eo ket un c'hoari dañjeruz, un drogaj, a-benn ar fin, diaez d'an den en em zizober anezhañ ? Ha penaoz bevañ goude, penaoz boud béw e-tal ho maouez, e-tal ho pugale, pa chom en ho penn tourni ar brezel, an huch, ar garmoù, trouz an tennoù ha tommder ar vuhez soudard ? Boud eh eus ur gempouellded er brezel, ur lojik a varw. Ur sort c'hoari eo, garw ha kriz, mez sall eo ar gwad, n'eo ket voer, n'eo ket disasun ; lod a za da voud sod gant ar gwad, ha digarezioù a gavont evid tostaad doutañ, ataw hag ataw. Lod, evel c'hoarierion asodet gant o dedennañs evitañ, en em goll er brezel beteg en em loskiñ, tre evel balafenned e flammenn ar lamp-petrol. Jean-Claude Le Ruyet.20150313e.112D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio