àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Manifestet 'oa gant ar beizanted 'ba Kemper hudu

Manifestet 'oa gant ar beizanted 'ba Kemper hudu

"Ma vo ar Stad o saveteiñ an ekonomiezh hag al labour », sed aze 'pezh 'mañ FDSEA hag al labourerien-douar yaouank o c'houlenn. O vanifestiñ emañ hiziv peizanted ar vro e Kemper 'benn reiñ da glevet eo re luziet ar velestradurezh evito. Hervezo n'eus tamm sikour ebet digant ar Stad da-geñver an embargo e Russia da-skouer, ha n'eo ket kempouez an difrejoù gant broioù all Europa. Goude bezañ en em vodet dirak Ti al Labour-Douar hag ar Greizenn Velestradurezh eo en em gavet ar vanifesterien e kreiz-kêr Kemper. Ur bodad labourerien-douar a zo bet degemeret er prefeti ; ar prefeti hag a zo bet serret 'blam d'ar riskloù feulster. Leun eo kêr Kemper a archerien dibaoe ar mintin-mañ abred. Eno 'zo bet gwelet distruj gant al labourerien-douar da vare ar vanifestadeg ziwezhañ daou vloaz 'zo. Katell Uguen a oa eno hiziv. Selaouomp soñj Lanig, ur produer moc'h deus Plogastell, nec'het gant amzer da zont al labour-douar e Breizh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio