Dilennadegoù departamant : an FN e pep kanton.
Bouezhet e vo evit kuzulierion nevez 'benn ar sul 22 a viz meurzh. Ur c'huzul departamant mod nevez get barregezhoù a n'int ket bet embannet sklaer c'hoazh. Evit ar wezh ketañ e vo ar Front National àr ar renk e pep kanton e Breizh. Er Morbihan emañ Benoit Ranc àr ar renk àr un dro get Valérie Montigny e kanton an Henbont. Reiñ ra deomp un tanva ag e brogramm diàr-benn an RSA, an transportoù davet an inizi hag ar politikerezh fed a yezhoù ar vro. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.