àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

fidelio

fidelio

SIN-150306-FIDELIO.docx FIDELIO Ur film sevenet gant : Lucie Borleteau (2014). Gant : Ariane Labed, Melvil Poupaud, Anders Danielsen Lie (1e37). Gant ar film-mañ eh omp kouviet da grapiñ e bourzh ur pikol lestr, Fidelio e hanw ha Marseilh e borzh-stag. N'eo ket gwall liez en em gavomp war ur lestr-kenwerzh braz, ur lestr-karg 200m hed a-sort gant ar re a spurmantomp a-bell meur a wezh pa sellomp douzh an dremmwel-mor pe pa yaomp da vale a-hed kaeioù ur porzh braz bennag, e Brest, e Naoned pe e Sant Nazer da skwer. Karget eo ar vag-mañ da gas greun ag ur vro d'an arall, ha chañch a ra hent da beb an amzer, hervez priz ar greun war marc'had ar bed. Evid ma c'hello ar c'habiten kas e lestr beteg penn e rank ma yay an traoù war-raog, hag evid-se e vez rekiz da beb unan boud gant e lec'h-labour d'an termen lakaet, heb mankoud. Ha setu ar vartoloded gant o buhezioù kaled, diglod liez, mez gant o lodoù bourrapted ive, da beb an amzer. Er film-mañ nawazh n'eo ket ag ur martolod e vez komzet, mez ag ur vartolodez. Ha hi n'eo ket sekreterez war vourzh, n'eo ket muioc'h matezh evid netaad kamproù ar labourerion-vor. Nann : hi zo mekanikerez, ha mar n'eo ket e penn an traoù ema eil mestr. Bourriñ a ra é c'hoari gant ar motorioù braz-spontuz a vez kavet e strad ar sort listri. Bourriñ a ra en em wiskañ evel ar baotred gant ur frag, ur "bleu" evel ma vez lâret ive en Oriant. Bourriñ a ra é lakaad he daouarn er lard-karr ha c'hoari gant hec'h alc'hwez-rodig. An trouz zokén ne ra ket aon dezhi, ha santiñ a ra buhez en he gwazhiad pa dalabard ar mekanikoù, pa vez red dezhi huchal e saozneg evid boud komprenet gant he c'holleged, gwarantet ma vez dre lezenn bremañ diwskouarn peb unan gant un tokarn. Evel rezon e c'hortaomp un istoer karantez bennag : diaez kompren eh a ur plac'h braw ha yaouank evel Alice d'en em goll en ur skipailh gwazed redïet da basiantiñ e-pad sizhuniadoù pell a-zoc'h ar maouezi. Ha braz eo kalon ar plac'h. Ur galant he deus laosket war an douar braz, ur galant tomm-braz dezhi, mez un arall he deus kavet war ar Fidelio, bet anavezet ganti gwezhall dija, hag ar santimantoù kozh evitañ n'int ket diverket c'hoazh. Braz eo kalon peb unan, frank a-walc'h evid degemer an hanter ag an denelezh ha marse muioc'h, mez buan e kav ar c'horf e voull. Ha n'eo ket ar wazed bloc'hoù difrom naket : tener int ive, jalouz marse ha n'eo ket dichipot e ya an traoù gante ataw : lod a chipot just a-walc'h. Trawalc'h aze da sevel ur senario, ar pezh a zo daet braw gant kentañ film Lucie Borleteau. Ouzhpenn an istoer-karantez-se, bourrabl a-walc'h da heuliañ, e kavomp hon lod ive er pezh a zo tro-dro, da lâred eo ar vuhez war ar vag, rol peb unan, an urzhas. Ar labour evel-just, mez ive ar momantoù arall, pa vez dijabl an dud, p'en em gavont douzh taol, pe en o c'hamproù ; p'en em gavont gant o frankiz evid un herrad. Martoloded daet a-bell a-liez, ha yezhoù, kredennoù pe relijionoù dishañval gante. Tud ag ar Filipinoù, a Java, a Vro-India. N'eo ket ar vuhez-se unan ordinel, pa vez dispartiet an den a-zoc'h e familh evid miziadoù, pa chom war ar mor blod ar brasañ ag e amzer. Aze ive e weler pouez ar saozneg evel yezh kumun etre an dud. Ur yezh hag a vez chaket-dichaket pa ne vez ket o yezh pemdez. Ne vern : en em gompren a ra ar vartoloded dre vraz. Ha setu ar pezh a gont pa vez tapet ur yezh estren : n'eo ket ar pal komz evel tud ar vro, mez moned e darempred gant an dud-se. Mez gwazh c'hoazh : rag amañ n'eus Anglez ebed ! Ema ar saozneg ur yezh estren evid an oll. Doned a ra da voud o yezh-eskemm, ur yezh war ar stern, ur sort globish evel ma lârer bremañ, ur global english pell a-zoc'h saozneg Oxford, mez efeduz. E-pad an amzer-se e vordo ar lestr-karg, mez porzhioù zo. Hag er porzhioù e chañch an traoù. Liez e vez lâret, pa gomzer ag ar vartoloded : "ur vaouez e peb porzh !" Sur e kont, d'ar vartoloded chomet sizhuniadoù heb gweled plac'h ebed, en em gavoud e diwvrec'h unan bennag da beb an amzer. Ha pa dosta an douar braz, kalz ne vern e pesort porzh, e pesort bro, ha gant pesort yezh e vehe, aferioù ar garantez ne c'houlennont ket doktorelezh na diplom ebed, euruzamant. An demokratïezh a c'hoari aze, en ur mod bennag. Ha plijadur a vez gortaet, ha plijaduruz e c'hell an diduadenn-se boud evid hon boulomed. Nawazh ne vez ket un dra asur : n'eus garanti ebed e vo joaiuz an traoù, na bourrabl, na mad evid deltu an den. Meur a wezh e tro an traoù da fall, meur a wezh ne laosk nemed ur goust c'hwerw er c'halonoù. Mez graomp bourrabl ha daomp ataw, pemp ha pewar a ra naw ! Jean-Claude Le Ruyet.20150306b.111D.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio