àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Er straedoù oa an dud mac'hagnet hiziv e Frans a bezh.

Er straedoù oa an dud mac'hagnet hiziv e Frans a bezh.

Goulenn a reont muioc'h a wirioù ha sevel a reont klemm ker eo bet taolet termen d'an deiz ma vo ret d'an ensavadurioù foran lakaat en implij traoù oa barzh ar lezenn evit an dud mac'hagnet votet e 2005. Dale neus tapet ar vro a-bezh àr an dachenn. 100 e oant e Gwened é vanifestiñ ha 600 e Kemper. e Penn ar Bed e voda ar CAPH29 37 kevredigezh en oll, hag a-choude ar lezenn votet e miz Even 2013 e embannont ne vez ket graet a-walc'h gant ar c'huzul-meur evit an dud mac'hagnet. E-mesk goulennoù all e vez lakaet war-wel n'eus ket plas a-walc'h evit o lojañ, dreist-holl evit ar re a vez o labourat e kreizennoù ispisializet. Hervé ha Marguerite Le Roux a zo bet da vanifestiñ e Kemper tuchantig. O mab Jaoua, 34 bloaz, a zo ampechet, ha daoust m'en eus labour o deus aon e dud evit e amzer da zont. Selaouomp Hervé Le Roux, aterset get Katell Uguen a-raok ar vanifestadeg.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio