Keleier 5 eur 30
@@@An divyezhegezh diouzhtu, evit ar babigoù@@@
Saveteiñ ar brezhoneg, met penaos ? Digwener 20/01/2012 e ro lañs ar c'huzul-meur Penn ar Bed d'ur c'houlzad nevez. Nevez war ar mod da sonjal barzh diaesterioù treukas ar yezh dre ar pscho-yezhoniezh - evit sachañ tud ar vugale vihan war zu an divyezhegezh.
Muioc'h a displegadennoù gant Marc Masson, karget en departamant Penn ar Bed eus ar brezhoneg
Deus mikro Anne Gouerou
@@@Priz ar morc'h@@@
War marc'had ar moc'h, n'eo ket bet gwall vat ar bloavezh 2011 c'hoazh. Gwelloc'h 'vez gwerzhet met keroc'h e teu produiñ kig ivez.
Yvon Boutier zo desaver moc'h, ezel ar gambr labour-douar en Aodoù An Arvor, hag ezel an FDSEA 22. Ober 'reomp ur poent gantañ.
Deus mikro Tudual Karluer.