àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

1 bloaz eo Bretania, porched sevenadurioù Breizh

1 bloaz eo Bretania, porched sevenadurioù Breizh

Bloaz 'zo oa bet roet lañs d'ar porched Bretania, ur pezh mell benveg a ro an tu da glask dielloù a bep seurt a denn da Vreizh a-drugarez d'ur rouedad kevelerien. Kinnig a reomp deoc'h ober muioc'h anaoudegezh gant ar gKreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) a ginnig teulioù liesseurt digor d'an holl en he div vediaoueg (e Sant-Ervlan ha Gwened) ha war ar rouedad. Evit ar rubrikenn "PCI" - Glad sevenadurel dizanvezel - eo aet Yaelle ar Mouel d'ober un tamm tro e atalier Jorj Botuha, soner bombard hag oberour binvioù sonerezh. Lakaet vo ar gaoz ivez war an diskouezadeg "PCI" ez eus tu gweladenniñ betek fin miz Ebrel e Plougerne, ha war an devezh Becedia a vo dalc'het d'an 20 a viz Meurzh e Plougerne ivez diwar-benn an tem "Liesseurted-keginañ hag an treuskas", hep disoñjal ar c'hliche video nevez : Breizh Douar industriel.

Sevenadurioù (e brezhoneg)

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio