Labour-ouar : chenjamant vo get ar PAC.
E 1962 'oa bet krouet ar PAC, politikerezh boutin al labour-douar, en Europa. Ar pal 'oa harpañ an adsevel war-lerc'h ar brezel. Bremañ eo ar yalc'hadoù arc'hant ingalet dre ar PAC al lodenn vrasañ deus gonidoù al labourerien-douar. Evit ar bloaz 'vo adkempennet ar PAC, 'benn taliñ ouzh an ezhommoù arc'hant ha klask muioc'h a gempouez etre an dud a vicher. Daou rumm a sikourioù eeun a vez gant ar PAC: re ar pilier kentañ, degaset en o fezh gant Europa, ha liammet deus ur produiñ ; ha re an eil pilier, degaset gant Europa hag ar stadoù, ha distag deus ur produiñ rik, roet da vodernizaat savadurioù pe harpañ ar re yaouank da skouer.
Yvon Boutier zo peizant e Kerien-Boulvriag, hag ezel deus kambroù labour-douar Aodoù An Arvor ha Breizh. Muioc'h a displegadennoù gantañ. Gant Tugdual Karluer.