àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dilojiñ a ra ti Dizale ag an Oriant.

Dilojiñ a ra ti Dizale ag an Oriant.

Fondet e vo ar savadur lec'hiet Kae Peristil d'ober burevioù ha lojeris goude. 15 vlez 'zo oa bet staliet un auditorium eno da c'hellout sevel programmoù e brezhoneg. Pa oa bet roet lañs d'ur obererezh a-stroll oa etre tud a vecher e bed ar c'hleweled get tv Breizh dre skwer ha tier produiñ arall. Hiziv an deiz ne choma ket mui kalz a-dra ag ar prantad-se ha pa oa ar Pole image. E ti Dizale eo bet admouezhiet euriadoù filmoù, heuliadoù tresadennoù-bev pe abadennoù tele. Dec'h e oa an devezh labour diwezhan en auditorium-mañ n'en doa ket e bar er vro. Selaouamp doc'h santimant Nolwenn Korbell, komedianez. 'benn miz Meurzh e vo dilojet da vonet da Blarnel e bro an Alre. Samuel Julien, rener dizale a zispleg deomp pelloc'h.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio